Ar Matterhorn (alamaneg, met Horu pe Hore er vro), Cervino en italianeg, Cervin e galleg, Grand Bèca en arpitaneg (Gran Becca e Traoñienn Aosta), eo ar c'hwec'hvet menez uhelañ eus an Alpoù, brudet bras abalamour d'e neuz, hini ur biramidenn. Tapout a ra 4 478 m. Emañ war an harzoù etre Suis (Kanton Valais) hag Italia (Traoñienn Aosta).